16.05.2015 Views

Sturlevr micherel evit degemer bugale Guide ... - Fryske Akademy

Sturlevr micherel evit degemer bugale Guide ... - Fryske Akademy

Sturlevr micherel evit degemer bugale Guide ... - Fryske Akademy

SHOW MORE
SHOW LESS

You also want an ePaper? Increase the reach of your titles

YUMPU automatically turns print PDFs into web optimized ePapers that Google loves.

Geriaoueg ar gerioù implijet er sturlevr-mañ

Er c’heriaoueg-mañ ez eus strollet un toullad gerioù ha troioù-lavar implijet er

skrid-mañ, merket int gant ur steredennig. Lod eus an termenadurioù zo bet

eeunaet diouzh o implij er sturlevr.

Digoradur

• Yezh bihanniver : ar yezh bihanniver eo ar yezh a vez komzet nebeutoc’h eget

ar yezh trec’h (yezh muiañniver) en un endro divyezhek.

• Divyezhegezh : (en teul-mañ) perzh unan bennak a ra gant div yezh da

nebeutañ.

• Liesyezhegezh : stad un hinienn pe ur gumuniezh yezhel a ra war un dro gant

teir yezh disheñvel pe muioc’h.

Lodenn 1

• Selaou oberiat : « Gant meur a strategiezh e c’haller mont a-du gant ur

gomprenezon eus ar gemennadenn, evit ul lodenn pe penn-da-benn, en un

doare hollek pe dre ar munudoù. Bezet a vezo ez eo ret lakaat an desker en un

emzalc’h selaou oberiat, da lavaret eo reiñ dezhañ ul labour resis da ober a-

raok na selaoufe [an teul]. » in Cours de Didactique du Français langue

étrangère et seconde, gant Jean-Pierre Cuq hag Isabelle Gruca,

embannadurioù PUG, 2002,

Lodenn 2

• Yezh pal : en teul-mañ ez eo ar yezh a fell d’an den treuzkas ; en degouezhmañ

ar yezh bihanniver, ar brezhoneg.

Lodenn 3

• An argerzh dre ober : Termenet eoadurioù eus an argerzh dre ober hag eus

keal an trevell e-barzh ar Framm Europat Boutin Dave evit ar Yezhoù (FEBDY) : «

An argerzh (…) dre ober (…) a sell da gentañ-holl ouzh implijer pe desker ur

yezh evel oberourien sokial a zle seveniñ trevelloù (na dennont ket d’ar yezh

hepken) en ur blegenn hag un endro resis, war un dachenn obererezh ispisial.

(…) Graet e vez an ober gant meur a hinienn a ra gant barregezhioù yezhel en

un doare strategel, met ivez gant barregezhioù a denn d’ar pemp skiant, d’an

trivliadoù, d’ar youl, evit tizhout un disoc’h didermenet. (…) « Trevell » a reer eus

kement mennad ma soñj an oberour e tle tizhout un disoc’h resis hervez ur

gudenn da ziskoulmañ, ur redi, pe ur pal lakaet d’an-unan. Se a c’hall bezañ,

hervez an termenadur-se, dilec’hiañ un armel, kenkoulz ha skrivañ ul levr, bezañ

trec’h pa vreutaer ur gevrat, ober ur bartiad kartoù, urzhiañ ur pred en ur preti,

treiñ un destenn en ur yezh estren pe prientiñ un deizlevr-klas a-stroll. »

Lodenn 5

• Framm europat boutin dave evit ar yezhoù : deskiñ, kelenn, prizañ (FEBDY)

(Disentez gant Kuzul Unaniezh Europa e miz Du 2001)-

http://www.coe.int/t/dg4/linguistic/cadre_fr.asp

• Geriaoueg oberiat : klotañ a ra gant an termenoù a zo anavezet o zermenadur

gant ar c’homzer hag a vez implijet gantañ.

• Raktresoù desavadurel : en teul-mañ e ra dave an termen « raktres

desavadurel » d’al labour graet diwar-benn temoù e skolioù Breizh/Frañs.

Hervez an « FEBDY » (Framm Europat Boutin Dave evit ar Yezhoù) e rank ar

raktresoù desavadurel-se doujañ d’ar reolennoù broadel.

• Obererezhioù adpostañ : obererezhioù ma vez adimplijet an traoù akuizitet.

• Rummadiñ : lakaat e rummadoù.

Lodenn 7

• Ar c’hoari : obererezh dudi, fizikel pe speredel, a zo e bal degas plijadur.

• Obererezhioù-c’hoari : obererezhioù hag a ra gant ar c’hoari evit deskiñ.

Lodenn 9

• Kontadennoù chadennet : kontadennoù ma vez adlavaret ar memes

formulenn meur ha meur a wech, evel : « Ar mevel a c’halv ar c’higer na fell ket

dezhañ lazhañ al leue na fell ket dezhañ evañ dour ar stêr na fell ket dezhi

lazhañ an tan na fell ket dezhañ deviñ ar vazh », ha kement zo.

• Disheñvelaat pe digejañ dre skrid : lakaat kemm etre an eil elfennoù skrivet

diouzh ar re all.

95

Hooray! Your file is uploaded and ready to be published.

Saved successfully!

Ooh no, something went wrong!