Sturlevr micherel evit degemer bugale Guide ... - Fryske Akademy
Sturlevr micherel evit degemer bugale Guide ... - Fryske Akademy Sturlevr micherel evit degemer bugale Guide ... - Fryske Akademy
44 El lodenn 9 e kavot skouerioù obererezhioù a denn d’ar sujedoù-mañ : • ar c’hizidikaat ouzh ar yezh, • deskiñ gerioù hag envel, • rummadiñ • memor ha sipañ ar spered, • deskrivañ ha kontañ. Evit an obererezhioù-se e vo implijet kartennoù-skeudennoù dreist-holl. Dibabet e vezont hervez oad ha live yezh ar vugale. Grit ganto hardizh da-geñver meur a seurt obererezhioù. Dav eo dezho bezañ splann ha dudius evit ar vugale, kement ha ma vo gallet. Mat e vefe kinnig an obererezhioù-se da strolladoù bihan. Evel-se e c’hallo pep bugel sevel e vouezh ha kemer perzh a-zevri en obererezh. En ur strollad bihan e c’hallot azasaat aesoc’h ho live yezh ouzh pep bugel ha sikour anezho da esmoriñ gerioù ha troioù-lavar nevez hag e-se. Mat eo enframmañ an obererezhioù-se, liammet ouzh implij ar brezhoneg, e buhez pemdez ar framm, dre ober gant c’hoarioù, kanaouennoù, obererezhioù-kefluskañ, ha rimadelloù. Mat e vo ivez ober diouzh ma vint an dudiusañ ar gwellañ evit ar vugale. Gallout a reot aozañ traoù war ar prim hag azasaat an obererezhioù evit sachañ evezh ar vugale. Pa vez ret, berrait pe astennit an abadennoù hep termal. Ar pep pouezusañ eo e santfe ar vugale o deus graet anaoudegezh gant un dra bennak en ur gemer perzh en obererezh, ha dav eo dezho kemer plijadur evit m’o do c’hoant da gemer perzh en obererezh en-dro. Dans la partie 9, vous trouverez des exemples d'activités concernant : • la sensibilisation à la langue, • vocabulaire et dénomination, • catégorisation • mémoire et concentration, • description et narration. Ces activités impliquent surtout l'utilisation de cartes-images. Elles sont triées en fonction de l'âge et du niveau de langue des enfants.. N'hésitez pas à les utiliser pour différents types d'activités pour qu'elles soient les plus significatives et les plus amusantes possible pour les enfants. Il conviendrait de proposer ces activités à des petits groupes. Ceci permettra à chaque enfant de pouvoir prendre la parole et de participer activement à l'activité. Dans un groupe plus restreint, vous pourrez adapter votre niveau de langue plus facilement à chaque enfant et ainsi les aider à s'imprégner de nouveaux mots et expressions. Il est souhaitable d'intégrer ces activités en lien avec l'utilisation de la langue bretonne, dans le quotidien de la structure, par des activités ludiques, des chansons, des exercices de motricité, et des comptines.. Il conviendra également de les rendre aussi amusantes que possible pour les enfants. Vous pourrez improviser et adapter leurs contenus afin d'attiser l'intérêt des enfants. Quand cela s'avère nécessaire, n'hésitez pas à raccourcir ou augmenter la durée des séances. Le plus important est qu'en prenant part à l'activité, les enfants sentent qu'ils y ont découvert quelque chose et qu'ils y aient pris du plaisir de sorte qu'ils veuillent y participer à nouveau..
45 Ar c’hartennoù-skeudennoù E meur a zoare e c’hall ar c’hartennoù-skeudennoù bezañ implijet, e-pad obererezhioù ispisial ha/pe bemdez. Lakait anezho en uhelder ar vugale evit ma vint gwelet mat ganto. Aesaet e vez ar c’hehentiñ gant ar skeudennoù rak gallout a reer diskouez ha displegañ ganto gerioù ha troioù-lavar na vezont ket implijet c’hoazh gant ar vugale ha na vezont ket komprenet ganto. Evel-se e vez kont dreist-holl pa labourit gant bugale yaouank-flamm (gallout a rit, da skouer, kemer kartennoù-skeudennoù a denn d’al loened pe d’ar boued...) Dre ziskouez kartennoù-skeudennoù liammet ouzh buhez pemdez ar bugel er framm e c’haller broudañ ar c’hehentiñ. E-kichen ar gwalc’herisoù, da skouer, e c’hallfed soñjal lakaat skeudennoù bugale a walc’h o daouarn, pe skeudenn ur serviedenn, pe c’hoazh skeudenn ur pod-kambr hag all. En antre, pe el lec’h implijet da wiskva, e c’hallfec’h ispilhañ skeudennoù dilhad, skeudennoù all a denn d’an amzer a ra, pe c’hoazh poltredoù eus o zud. E korn ar predoù e vo lakaet kentoc’h skeudennoù boued, pe skeudennoù listri ha loaioù. Un teknik all eo skrivañ ar gerioù a glot gant ar skeudennoù en ur lakaat ar gerioùmell a zere (“ar”, “al” pe “ an”). Ar vugale ne ouzont ket lenn c’hoazh met broudet e vint da glask gouzout petra eo ar ger skrivet ha petra a sinifi. Un tañva d’ar skrivañ ha d’al lenn eo ivez, dre al liamm skrivad/skeudenn. Evit ar vugale a oar brezhoneg mat dija e c’hallit implijout ar skeudennoù evit sachañ o evezh war an termen resis a verk pep traezenn – da skouer ar c’hemm etre ur werenn, un tas hag ur volenn – pe war termenoù hollekoc’h ha rummadoù gerioù (anv-kadarn, verb, anv-gwan...) Gant ar re vihan e vo liammet ar skeudennoù ouzh an traezoù gwir e-pad an abadennoù c’hoari pe er vuhez pemdez. Dedennusoc’h e teu ar skeudennoù da vezañ evito, ha kompren a ra ar vugale al liamm etre ar skeudenn hag ar gwirvoud. Sellet ouzh skeudennoù ha keñveriañ anezho gant an traezoù a vroud anezho ivez da gaozeal ha da zeskrivañ an traoù. Les cartes-images On peut utiliser les cartes-images de plusieurs manières, lors d'activités spécifiques et/ou de manière quotidienne. Placez-les à la hauteur des enfants afin qu'ils puissent bien les voir. Les images rendent la communication plus facile. En effet, elles permettent de présenter et d'expliciter des mots et des expressions qu'ils n'utilisent pas encore ni ne comprennent. C'est particulièrement le cas quand vous vous adressez à de très jeunes enfants (par exemple, vous pouvez prendre des cartes-images sur les animaux ou les aliments...).. Le fait de montrer des cartes-images liées au quotidien de l'enfant dans la structure permet d'encourager la communication. Notamment à proximité des lavabos, on pourra imaginer des images d'enfants se lavant les mains, ou l'image d'une serviette, ou encore d'un pot etc. Dans l'entrée ou le lieu qui sert de vestiaire, vous pourriez accrocher des images des vêtements, d'autres sur le temps qu'il fait, ou encore des photographies de leurs parents. Dans l'espace repas, les images se concentreront davantage sur les aliments, ou encore les récipients et les couverts. Une autre technique consiste à écrire les mots qui correspondent aux images en y mettant les articles appropriés (“ar” ou “al” « an » par exemple)? En sachant que les enfants ne savent pas encore lire, cela les encourage à se demander quel est le mot écrit et ce qu'il veut dire. C'est également un éveil à l'écriture et à la lecture par l'association graphie/image. Pour les enfants qui peuvent déjà bien s'exprimer en breton, vous pouvez utiliser les images pour attirer leur attention sur le terme précis qui désigne chaque objet -par exemple la différence entre un verre, une tasse et un bol (ur werenn, un tas, ur volenn) ou des termes plus généraux et des catégories de mots (nom, verbe, adjectif...). Avec les plus petits, l'idée consiste à relier les images avec les objets réels lors de moments de jeux ou même dans la vie quotidienne. Cela rend les images plus intéressantes à leurs yeux et les enfants comprennent la relation entre l'image et la réalité. Le fait de regarder des images et de les comparer avec les objets les incite également à parler et à décrire les choses.
- Page 1: Sturlevr micherel evit degemer buga
- Page 4 and 5: 2 2 Authors: Johanna Sallinen and V
- Page 6 and 7: 4 E Friz/ En Izelvroioù : Fryske A
- Page 8 and 9: 6 Bugale liesyezhek Ret-holl e sebl
- Page 10 and 11: 8 Petra eo ar palioù anezhañ ? Em
- Page 12 and 13: 10 Marteze n’eus nemet un nebeud
- Page 14 and 15: 12 • grit gant ar selaou oberiant
- Page 16 and 17: 14 Krefen da brederiañ : • En em
- Page 18 and 19: 16 Alioù ha kuzulioù : • Roit l
- Page 20 and 21: 18 Krefen da brederiañ : • Kaoze
- Page 23 and 24: 21 Alioù ha kuzulioù : • Skrite
- Page 25 and 26: 23 Lodenn 4 : Alioù evit evezhiañ
- Page 27 and 28: 25 Ar pevar obererezh yezhel (3 blo
- Page 29 and 30: 27 Alioù ha kuzulioù : • M’ho
- Page 31 and 32: 29 Lodenn 5: Kinnigoù obererezhio
- Page 33 and 34: 31 Aesoc’h e vo deoc’h, marteze
- Page 35 and 36: 33 Alioù ha troioù-micher : • P
- Page 37 and 38: 35 Lodenn 6 : Diorren komz ar vugal
- Page 39 and 40: 37 1/ Traoù da c’houzout evit pr
- Page 41 and 42: 39 Evit ar vugale da c’hallout ko
- Page 43 and 44: 41 • implijit ul lidig pe ur sin
- Page 45: 43 Lodenn 7 : An obererezhioù-c’
- Page 49 and 50: 47 • gant ho kenlabourerien, note
- Page 51 and 52: 49 Lodenn 8 : Preder Emichañs oc
- Page 53 and 54: 51 Lodenn 9 : Fichennoù obererezhi
- Page 55 and 56: Klotennoù, rimadelloù ha kanaouen
- Page 57: Klotennoù, rimadelloù ha kanaouen
- Page 60 and 61: 58 Obererezh da gizidikaat ouzh ar
- Page 63 and 64: “Ar sac’had souezhadennoù” U
- Page 65 and 66: « Al lodennoù eus ar c’horf »
- Page 67: « Tikedennoù evit al lec’h-dege
- Page 71 and 72: « Bras ha bihan » Pal an obererez
- Page 73 and 74: « An tri rummad » An obererezh-c
- Page 75: 73 Obererezhioù da vemoriñ ha da
- Page 78 and 79: 76 Obererezhioù da vemoriñ ha da
- Page 80 and 81: 78 Obererezhioù da vemoriñ ha da
- Page 83: « Ar c’horn fistilhat » Pal ar
- Page 86 and 87: 84 Obererezh da zeskrivañ ha da go
- Page 88 and 89: 86 Obererezh da zeskrivañ ha da go
- Page 91 and 92: 89 Roll levrioù hag alioù lennade
- Page 93 and 94: 91 Geriaouegoù, dornlevrioù ha le
- Page 95: 93 Lec’hiennoù Kenrouedad (Al le
45

Ar c’hartennoù-skeudennoù

E meur a zoare e c’hall ar c’hartennoù-skeudennoù bezañ implijet, e-pad

obererezhioù ispisial ha/pe bemdez. Lakait anezho en uhelder ar vugale evit ma

vint gwelet mat ganto.

Aesaet e vez ar c’hehentiñ gant ar skeudennoù rak gallout a reer diskouez ha

displegañ ganto gerioù ha troioù-lavar na vezont ket implijet c’hoazh gant ar

vugale ha na vezont ket komprenet ganto. Evel-se e vez kont dreist-holl pa labourit

gant bugale yaouank-flamm (gallout a rit, da skouer, kemer kartennoù-skeudennoù

a denn d’al loened pe d’ar boued...) Dre ziskouez kartennoù-skeudennoù liammet

ouzh buhez pemdez ar bugel er framm e c’haller broudañ ar c’hehentiñ. E-kichen ar

gwalc’herisoù, da skouer, e c’hallfed soñjal lakaat skeudennoù bugale a walc’h o

daouarn, pe skeudenn ur serviedenn, pe c’hoazh skeudenn ur pod-kambr hag all.

En antre, pe el lec’h implijet da wiskva, e c’hallfec’h ispilhañ skeudennoù dilhad,

skeudennoù all a denn d’an amzer a ra, pe c’hoazh poltredoù eus o zud. E korn ar

predoù e vo lakaet kentoc’h skeudennoù boued, pe skeudennoù listri ha loaioù.

Un teknik all eo skrivañ ar gerioù a glot gant ar skeudennoù en ur lakaat ar gerioùmell

a zere (“ar”, “al” pe “ an”). Ar vugale ne ouzont ket lenn c’hoazh met broudet e

vint da glask gouzout petra eo ar ger skrivet ha petra a sinifi. Un tañva d’ar skrivañ

ha d’al lenn eo ivez, dre al liamm skrivad/skeudenn. Evit ar vugale a oar brezhoneg

mat dija e c’hallit implijout ar skeudennoù evit sachañ o evezh war an termen resis

a verk pep traezenn – da skouer ar c’hemm etre ur werenn, un tas hag ur volenn –

pe war termenoù hollekoc’h ha rummadoù gerioù (anv-kadarn, verb, anv-gwan...)

Gant ar re vihan e vo liammet ar skeudennoù ouzh an traezoù gwir e-pad an

abadennoù c’hoari pe er vuhez pemdez. Dedennusoc’h e teu ar skeudennoù da

vezañ evito, ha kompren a ra ar vugale al liamm etre ar skeudenn hag ar

gwirvoud. Sellet ouzh skeudennoù ha keñveriañ anezho gant an traezoù a vroud

anezho ivez da gaozeal ha da zeskrivañ an traoù.

Les cartes-images

On peut utiliser les cartes-images de plusieurs manières, lors d'activités

spécifiques et/ou de manière quotidienne. Placez-les à la hauteur des enfants afin

qu'ils puissent bien les voir.

Les images rendent la communication plus facile. En effet, elles permettent de

présenter et d'expliciter des mots et des expressions qu'ils n'utilisent pas encore ni

ne comprennent. C'est particulièrement le cas quand vous vous adressez à de très

jeunes enfants (par exemple, vous pouvez prendre des cartes-images sur les

animaux ou les aliments...).. Le fait de montrer des cartes-images liées au

quotidien de l'enfant dans la structure permet d'encourager la communication.

Notamment à proximité des lavabos, on pourra imaginer des images d'enfants se

lavant les mains, ou l'image d'une serviette, ou encore d'un pot etc. Dans l'entrée

ou le lieu qui sert de vestiaire, vous pourriez accrocher des images des vêtements,

d'autres sur le temps qu'il fait, ou encore des photographies de leurs parents. Dans

l'espace repas, les images se concentreront davantage sur les aliments, ou encore

les récipients et les couverts.

Une autre technique consiste à écrire les mots qui correspondent aux images en y

mettant les articles appropriés (“ar” ou “al” « an » par exemple)? En sachant que les

enfants ne savent pas encore lire, cela les encourage à se demander quel est le

mot écrit et ce qu'il veut dire. C'est également un éveil à l'écriture et à la lecture

par l'association graphie/image. Pour les enfants qui peuvent déjà bien s'exprimer

en breton, vous pouvez utiliser les images pour attirer leur attention sur le terme

précis qui désigne chaque objet -par exemple la différence entre un verre, une

tasse et un bol (ur werenn, un tas, ur volenn) ou des termes plus généraux et des

catégories de mots (nom, verbe, adjectif...).

Avec les plus petits, l'idée consiste à relier les images avec les objets réels lors de

moments de jeux ou même dans la vie quotidienne. Cela rend les images plus

intéressantes à leurs yeux et les enfants comprennent la relation entre l'image et la

réalité. Le fait de regarder des images et de les comparer avec les objets les incite

également à parler et à décrire les choses.